Kan bale lu poblek Breizh - Ar Breizerien
Pozioù ha ton gant Glenmor

Poent eo stagañ Bretoned
gant stourm meur ar vro
Poent eo skubañ an oaled
kempenn an erv
Un deiz e vo sklaer an amzer
war henchoù don ar brezel kuzh
Un deiz e vo lorc'hus ha taer
distro Arzhur war e marc'h ruz

Ret 'vo dastum, Bretoned
toc'had ar brezel
Eost du ar re 'vo daonet
eo trec'h Breizh-Izel
Bugaligoù ha tud kalet
a raio bec'h da chaseal
Da vountañ 'maez ar C'hallaoued
da reizhañ hent, da vout feal

Dinec'h ha krenn, Bretoned
'vo tenn ar stourmer
En noz 'tarzho kastellioù
gweleoù ar gwasker
Na kriz e vo heol an argad
d'ar vourc'hizien ha d'an treitour
Na kaer e vo luc'h an tantad
da galon Breizh, d'he argadour

An deiz a zo ker kuzet
war hent an distro
Fenoz e vo kutuilhet
enor ar rannvro
Kerkent dihun, kerkent dispak
ha bec'h d'al loch an enebour
N'eus forzh penaos, n'eus forzh perak
e redo nerzh 'vel red an dour